esperanto
se connecter
bretona - brezhoneg  

Pitu

Penaos kas da benn liesyezhegezh en Europa?

Dalc'het e vo 57 vet Kendalc'h etrevroadel ar yaouankizoù eus TEJO
etre an 29 vet a viz Gouere hag ar 5 vet a viz Eost.


 Pedet oc'h da vont e unan eus pennañ kêrbenn Europa, war vevenn Bro-C'hall ha Bro-Alamagn, e Bro-Elzas, e lec'h emañ  Breujoù Europa, ur vro levezonet gant meur a sevenadur. Srasbourg n'eo ket hepken arouez an amzer-a-vremañ. E kreizkêr e vo tu da vale hep bezañ nec'het gant kirri-tan! Ur gêr lakaet gant an Unesko e-touez "Glad bedhollek an denelezh".

Ar C'hendalc'h a vo dalc'het diouzhtu da heul Kendalc'h etrevel esperantek Zagreb gant ar ger-stur:"liesyezhegezh". Un digarez da sachañ evezh tud nevez war ar gudenn, n'eo ket kudenn an Esperanteg hepken. Met ivez implij ar yezhoù minorel, ar brezhoneg en o zouesk, er vuhez pemdeziek. Plijadur a vo. Plijadurioù liesdoare, war an deiz,d'an abardaez ha d'an noz. Gant a bep
seurt traoù hag ur bern darempredoù. Tu da gejañ gant tud yaouank ha gant broioù disheñvel. 


Kavet e vo titourioù all er yezhoù-mañ:


Esperanteg - galleg - alamaneg - saozneg
http://esperanto.bretonio.free.fr
Brezhoneg
Bretona
Breton
-
Traduko:
Claude M.


Avec le soutien de